L’ascenseur

La revue en langue bretonne Al Liamm publie dans son dernier numéro de mars-avril 2017 une nouvelle de Kristian Braz intitulée : Ar batriotez (« La patriote »), pp. 19-32, qui relate l’arrestation par une patrouille allemande d’une agent de liaison de la Résistance.

Fondée après la guerre en 1946, faisant suite à la revue Gwalarn de Roparz Hemon, Al Liamm nous avait habitué aux témoignages de nationalistes bretons qui, pour nombre d’entre eux, ont été poursuivis après la guerre par les Cours de justice pour manque d’ardeur patriotique et d’animosité envers l’ennemi teuton.

C’est dans le numéro 20 de mai-juin 1950 d’Al Liamm que Roparz Hemon avait écrit : Ar pevar bloaz-se, 1940-1944, a zo bet frouezhus evit ar buhez speredel koulz hag ar buhez politikel [1]. Du strict point de vue de la faculté de créer en breton avec l’assentiment de l’autorité publique, fût-elle occupante, le propos est incontestable. Pour ce qui est des aspects politiques, l’affirmation n’est pas évidente.

Avec la nouvelle de Kristian Braz, Al Liamm aborde un genre littéraire nouveau qui séduit plus souvent les lecteurs de la revue de l’ANACR [2] aujourd’hui disparue, Ami entends-tu ? Pour mieux exprimer mon étonnement et ma perplexité quant au texte Ar batriotez, je le commenterai en breton.

Poent 1

Kaset eo eta ar batriotez – na ro ket ar skriver zoken anv bihan ar plac’h – eus Breizh-izel, « eus kêr P. », kostez an Oriant war a seblant, davet Sant-Marsel gant ar c’hefridi da ziskuliañ eno kod ur harzlammad armoù. En dichañs e kej en hent hon harozez ouzh ur patrouilhad Alamaned a grog da c’houlennata anezhi. P’eo urzhiet ar batriotez da chom a-sav, e krog d’en em soñjal : petra bennak a respontin pa vin goulennataet, da belec’h ez an ?

Lennomp envorennoù al liammerez Aïde Richard testenniet gant Marie-Paule Salonne e 1997 [2] :

  • Venez ici ! D’où venez-vous ?
  • De Moncontour.
  • Où allez-vous ?
  • A Hénon.
  • Pourquoi cette essence ?
  • Je vais acheter du beurre et des oeufs. C’est pour troquer.
  • Allez-vous en !

A-benn ar fin, eo bet daleet Aïde Richard a-raok mont kuit da vat, tra ma zispleg dezhi an ofiser alaman e chaseont an derroristed peogwir en arbenn ma tagont anezho er c’hein hag hep unwisk soudard.

Ma z’eus bet ul liammerez o vezañ bet foetet bro e-kerz mizioù diwezhañ an Dalc’hidigezh eo Marie Chammings, Krebs hec’h anv gwir a blac’h yaouank. Ha bet eo-hi evit gwir e Sant-Marsel d’an 18 a viz even 1944, ret dezhi tec’hout dindan trouz an tennoù fuzuilh pe vindrailherez. Ha c’hoarvezet eo dezhi ivez bezañ bet kontrollet gant Alamaned, ur wech da vihanañ, diou wech moarvat [4] :

Y passait une patrouille d’Allemands à bicyclette … Ils m’arrêtent. … « Fous n’avez pas fu de terroristes Mademoiselle ? » Mon non est si catégorique qu’ils n’insistent pas et ajoutent : » Faites bien attention, beaucoup terroristes par ici ! »

Poent 2

Aes a c’hallje hañvalout touellañ an Alamaned diwar an daou testenniad-se. Gwelloc’h memestra bezañ prientet an alibi evelkent ha lavar e teuer eus a-dost evit mont nepell all.

An dibab graet gant ar skrivagner lakaat al liammerez da respont ez eo he fal mont da brenañ viou en atant tal-kichen a zo unan kamm, ha diwirheñvel. Abalamour e empleg an dibab se graet gant ar skrivagner, ez afe an Alamaned eno da wiriekaat he c’homzoù. Pa zegouezjont holl en atant, e krog ar vandennad tud gouez da lazhañ ar c’hi.

Memestra e kompren diouzhtu tud ar feurm emañ ar plac’h en arvar bras hag eo dav dont d’he savetei. Sod a-walc’h eo an Alamaned evit goulenn raktal ganto ma anavezont ar plac’h, hag eveljust ne teu ket war o spered an eil goulenn, hag a vefe kalz arvarusoc’h eviti : goulenn ma ouzont hec’h anv. Mod-se n’eo ket paket berr ar gouerien gant ur goulenn ken anat da sevel, hag a vefe diaes, pe dibosubl dezho respont.

Poent 3

Ma z’eus d’en em brederiañ war emzalc’h ar gouerien breizhek, hervez ar skrivagner, ez eus ivez d’en em brederiañ war emzalc’h ar strollad soudarded alaman armet dirak ur plac’h en digenvez hag en dic’haloud, o krenañ dirazo. Goude bezañ kavet un tamm liennenn kotoñs (arabat ankounac’haat he bragou dindan evit mont da gerc’hat aman en atantoù evel-just !) hag e kresk enno ar c’hoant-merc’hed, e sank spouron er batriotez gant ar riskl bezañ gwallgaset pe zoken boureviet, betek bout gwallet ganto.

Goulennata ac’hanomp a ra ar skrivagner war doareou an alamaned e-kerz ar marevez dalc’hidigezh : hag diouzh an doareou kriz-se e veze graet gant an estrenion-se e-pad ar brezel ? Pa veze anataet e oa anv deus ur plac’h ezel deus ar Resistans, n’o devoa neuze an Alamaned, reou an SD (Sicherheitsdienst) peurgetket, truez ebet ouzh paotr pe blac’h. D’ar 16 a viz gouere da skouer e voe paket al liammerezed Jospéhine Kervinio, Anna Mathel ha Marie-Anne Gourlay e Keryagunff Bubri asamblez gant pennoù’zo ar Resistañs : lazhet voent holl war al lec’h hep barnadenn.

Ha pa voent harzet da vat e voe skoet warno ken ma ziskuilhjent pezh a ouient. Seurt feulster a zo bet anatet-mat ha diskrivet em eus seurtoù fedou en va skridoù. Hogen hep anatadur hag hep prouenn digaset da soliañ ar vartezeadenn, diazezet sklaer n’o devoa ket da vagañ re a enkrez.

Nebeut-tre a istoriou gwallaerezh gant Alamaned a gaver en diellou ha seurt darvoudou n’int ket bet studiet pizh c’hoazh gant an istorourien. N’eo ket abalamour d’an Alamaned, o doa ar Vreizhadezed da vout ankeniet gant feulster ar seks hag ar gwallerezh, mes kentoc’h gant ho c’henvroiz o-unan, dreist-holl d’ur marevez ma oa skampet kuit an Alamaned, aesoc’h a-se kanfartiñ gant ar Sten. E Berrien, nebeut a-raok an Dieubidigezh, o deus bet « resistanted » troc’het kuchennadou blev merc’hed zo. Aesoc’h oa dezho boureviañ merc’hed gwan eget m’o devoa graet an Alamaned o-unan – hag ouzhpenn-se a re a soñjent, bet re dost ouzh an Alamaned ha ket deus ho zu. Setu penaos o deus respontet an Alamaned [5] :

Alors, l’officier allemand, dans un français impeccable, dit aux femmes qui se pressaient dans le bourg : « Mesdames, afin qu’on ne reconnaissent pas les filles qui nous honorent de leur sympathie, nous viendrons ce soir vous tondre toutes ».

Pezh ne c’hoarveas ket a-benn ar fin.

Ken troet ma ‘z eo Kristian Bras, war tonkadur ar re wan ha trivliadennoù ur paour-kaezh liammerez, e c’hello marteze kontañ deomp ur wech all, penaos eo bet drouklazhet Denise Quelen, e Brasparz d’an 18 a viz gouere 1944 tal-kichen milin Kermorvan ? Ha n’eo ket diwar goust an Alamaned he deus bet da c’houzanv.

Seurt emzalc’h roet gant ar skrivagner d’ar soudarded alaman am eus gwelet-me va unan pa oan oc’h ober va c’honge e bro Alamagn. Degouezh a rae bep daou viz ur rummad galvidi nevez e keriadenn hor c’hazarn. Daou viz goude bezãn degouezhet e vezent aotret da vont er-maez. Ar bras anezho a grede e oa an Alamanezed ouzh o c’hortoz ! Mes n’oa ket unan da badout er straedoù diouzh an abardaez, ha ma c’hoarveze koulskoude da unan treuziñ ar straed, ken diseven hag heugus ma oant holl e teue mezh deomp da vezañ gall.

Klozadur ?

Penaos displegañ e teufe seurt lennegezh hiziv an deiz gant Al Liamm ? Dont a ra brezhonek dereat gant ar skriver, hag an destenn a zo stummet mat. Neoazh n’eo ket un afer a lennegezh : a ideologiezh ne lavaran ket. Eveljust, pa vez anv eus un danevell, eo dieub ar skrivagner da sevel an dudennoù evel ma kar, mes gant ma ra dave d’ur frapad-istor resis, e tle kenglotañ gant gwirvoud ar frapad-amzer-se. Gwirheñvel e tle bezañ an dudennoù, an emzalc’hioù, ar fedoù… N’eus ket da zuañ lod koulz ha gwennaat lod all. Ne c’hellan nemeur krediñ en istor Kristian Bras. Ha gant e zañnevelig : Ar batriotez e tiskuilh sklaer tuadennoù ar skrivagner dre un istor faltaziet, romanset ha zoken sorc’hennet gantañ.

Berr-ha-berr, hep komz en aner betek re, e kinnigin va sav-poent gant ar filmig-mañ, a ziskouez splann penaos e c’hell hiniennoù zo, dont da vezañ levezonnet gant o endro, goude bezañ klevet mil-gwech ar memes gerioù-stur. Ne c’hell ket ken an dud dont a-benn da zielfennañ drezho ho unan .

L’ascenseur / ar bignerez

Ha pa vez anv eus ul liammerez, e sonjan diouztu e Josiane : ul liammerez bet e strouezeg va zad. C’hoarvezet e oa bet da Josiane bezañ kontrollet gant Alamaned ha losket da vont hep padout re. N’eo ket Josiane plac’h da grenañ dirak un Alaman. Evel ma lavar, he deus « c’hoariet ar genaouegez ». War-lec’h ar goulennatadur, e lavaras dezhi an Alaman, e galleg flour, keit hag hejañ dorn dezhi : « Continuez comme çà !« . Emañ Josiane en he 90vet bloaz : a-drugarez d’an danevell-se em eus bet digarez da bellgomz dezhi.

[1] « Ces quatre années, 1940-1944, ont été fructueuses tant sur le plan culturel que politique ».

[2] Association nationales des anciens combattants de la Résistance. Une association satellite du Parti communiste français.

[3] Marie-Paule Salonne, Fends la bise – Aïde, jeune bretonne agent de liaison, L’amateur averti, La Découvrance, août 1997, La Flèche, pp. 117-119.

[4] Marie Chamming’s, « Marie-Claire » – J’ai choisi la tempête, Editions France Empie, 1985, Paris, 141-142, 158-159 et 246-247.

[5] Andrée Postic, Dédée mitrailleuse – 1939-1945 Pain blanc et années noires, Skol Vreizh, 2012, Morlaix, p. 154.

2 réflexions au sujet de « L’ascenseur »

  1. An istor-se zo gwir, war bouez un nebeud munudoù ijinet ganin. (lakaet ‘m oa anezhañ e galleg, ha roet da lenn da familh ar vaouez, ha kavet gwirheñvel-tre ganto)
    Ar vaouez en istor a zo aet da anaon daou vloaz zo. Moereb e oa d’am c’hoar-gaer hag he deus kontet din an istor. Chomet e oa ar vaouez (Victoire he anv !) e darempred gant he salverien betek fin he buhez.
    C’hwi an hini eo a zo dallet gant an « ideologiezh », ‘m eus aon.
    KaB

    • M’eo gwir an istor, n’eus abeg ebet da nompaz rein an anviou, al l’ec’hiou , an deiziou… pezh on-me boas d’ober em skridou. Zoken ma z’eus nebeut chans da gavout, klaskit en diellou da gompren ar gefridi, ar rouedad, ha dreist-holl piv en deux kaset ar plac’h war an hent…

Laisser un commentaire